Wikimammenn
brwikisource
https://br.wikisource.org/wiki/Wikimammenn:Degemer
MediaWiki 1.44.0-wmf.6
first-letter
Media
Dibar
Kaozeal
Implijer
Kaozeadenn Implijer
Wikimammenn
Kaozeadenn Wikimammenn
Restr
Kaozeadenn Restr
MediaWiki
Kaozeadenn MediaWiki
Patrom
Kaozeadenn Patrom
Skoazell
Kaozeadenn Skoazell
Rummad
Kaozeadenn Rummad
Meneger
Kaozeadenn meneger
Pajenn
Kaozeadenn pajenn
Oberour
Kaozeadenn oberour
TimedText
TimedText talk
Modulenn
Kaozeadenn modulenn
Pajenn:Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den.pdf/1
102
51066
190103
190065
2024-12-11T12:22:19Z
Aveldro
601
190103
proofread-page
text/x-wiki
<noinclude><pagequality level="4" user="Victor P." /></noinclude><nowiki/>
<br>
'''{{Ment|DISKLÊRIADUR HOLLVEDEL GWIRIOÙ MAB-DEN|130}}'''
Embannet gant ar Broadou-Unanet d’an 10 a viz Kerzu 1948
'''Rakger'''
— O vezañ ma’z eo war anaout an dellezegezh enstag ouzh holl izili an denelezh hag o gwirioù par ha diwerzhus eo diazezet ar frankiz, ar reizhded hag ar peoc’h,
— o vezañ ma’z eo war dizanaout ha dismegañsiñ gwirioù mab-den eo bet ganet an aktoù a varbariezh a sav koustiañs mab-den en o enep, ha ma’z eo bet embannet eo donedigezh ur bed a vo ennañ gant an dud frankiz da gomz ha da grediñ, dieubet ma vint diouzh ar spont hag an dienez, a zo mennad uhelañ mab-den,
— o vezañ ma’z eo ret-holl diwall gwirioù {{Reizh|mabden|mab-den}} gant reolenn al lezenn evit na vefe ket rediet an dud d’en em sevel ouzh an tirantegezh hag ar gwaskerezh da rekour diwezhañ,
— o vezañ ma’z eo ret-holl kas war-raok an darempredoù a vignoniezh etre ar broadoù,
— o vezañ ma’z eo bet embannet adarre er Garta gant pobloù ar Broadoù-Unanet o feiz e gwirioù diazez mab-den, e dellezegezh ha talvoudegezh mab-den, e parded ar baotred hag ar merc’hed en o gwirioù, ha ma’z eo bet disklêriet ganto e oant mennet da gas war-raok an diorroadur kevredigezhel ha da wellaat an aozioù-buhez en ur frankiz vrasoc’h,
— o vezañ ma’z eo bet gouestlet gant ar Stadoù-Ezel diogeliñ, gant kenlabour Aozadur ar Broadoù-Unanet, an doujañs hollvedel ha gwirion ouzh gwirioù mab-den hag ar frankizioù pennan,
— {{Reizh|hago|hag o}} vezañ ma’z eo a bouez bras kengompren ar gwirioù hag ar frankizioù-mañ a-benn seveniñ ar gouestl,
EZ EMBANN
AR VODADEG-VEUR
DISKLÊRIADUR HOLLVEDEL GWIRIOÙ {{Reizh|MABDEN|MAB-DEN}}<noinclude><references/></noinclude>
j787c2xy05ezfqs1okschxzbf68d7lo